Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Interview -
Met petra eo Diwan ? Respont gant liseidi Karaez
Eil devezh goude an distro-skol. Kroget ar c'hentelioù. En oaled, pemp den aterset ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 8/09/11 0:18

E klas Termen ha Kentañ emañ ar pemp lisead a zo deuet da respont da goulennoù reportourien an ABP.

Liseidi evel ar re all ar re zo e Diwan ? Ya pe pas ? Fent a zo ganto atav. Daoust d'an niver a dud a zo skoliataet e brezhoneg (galleg : 250 000 er privez, 250 000 er publik, hervez sifroù Akademiezh Roazhon / Diwan : 3000, gant 4,7% a gresk) eo souezhus da welout an nerzh hag ar mignoniezh vras a zo etrezo. Fizians en dazont, barzhoniel-kenañ ar sell ouzh Diwan : un ti leun a livioù gant bugaligoù, un evn o veajiñ etre bro Euskadi ha bro Gembre, raden Anjela Duval, pe c'hoazh ur vag a ya war raok ...

Cet article a fait l'objet de 1188 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 3 commentaires
Alexandre Le Vendredi 9 septembre 2011 13:22
"Ha ma vefe ur plant?" Mat e vefe doujañ ouzh reolennoù ar yezhadur brezhonek, pa ne vez ket doujet ouzh reolennoù ar fonologiezh dija gant darn eus liseidi Diwan. "Plant" a zo un anv hollek, dre-se ne c'heller ket implijout ar ger-mell amreizh araozañ... Ret e oa lavaret "ur blantenn" pe "ur spesad plant". A gav din, atav...
(0) 
If Le Vendredi 9 septembre 2011 15:22
Ma ! C'hoarvezout a ra gant an holl ober fazioù bihan e-giz-se, pe ve e galleg peotramant e brezhoneg, dre skrid pe dre gomz. Arabat klask laou 'ba penn an dud e-giz-se, Aleks. Brav dija e teufe brezhoneg gant an dud yaouank-se, a gav din.
(0) 
Alexandre Le Vendredi 9 septembre 2011 17:47
Ya, moarvat, If! Re strizh e vezer a-wezhioù...
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons