Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/57/57947_1.jpg
Paol ar Meur ha Yann-Fañch Jacq, An tasmant fromet ha Akavout e roud
- Reportage -
21vet Priz ar Yaouankiz : Paol ar Meur ha Mai Ewen trec'h
100 skolajiad war al leton, eskemmoù etre lennerien yaouank ha skrivagnerien. Peadra da vouetañ al lenn e brezhoneg
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 16/06/23 22:16
Lizher Mai Ewen lennet gant Jeremie :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (132 vues)

100 skolajiad war al leton, eskemmoù etre lennerien yaouank ha skrivagnerien. Peadra da vouetañ al lenn e brezhoneg

Ar bloaz paseet e Kemper, div wech e Plijdi, e Gwiseni, e Gwened, Lesneven... Lidañ Priz ar Yaouankiz gant ar skolajidi a vez ur blijadur atav. Gwelout labour ar gelennerien, laouen da gaout boued nevez, da welet o skolajidi dedennet. Ma vefe kontadennoù hengounel adskrivet gant Loig Kampion, pe buhez diaes ur grennardez gant Mai Ewen, pe c'hoazh skiant faltazi gant diazezoù gwir, pe istor un tasmant ... peadra zo. Ha sikouret int bremañ gant enrolladennoù an oberenn glok, enrollet gant Sten Charbonneau hag Erell Beloni.

6vet 5vet

1- An tasmant fromet, Paol Ar Meur

2- Ar feunteun vurzhudus, Loig Kampion

4re Trede

1- Gwenn, pemzeg vloaz, Mai Ewen

2- Adkavout e roud, Yann-Fañch Jacq

486 skolajiad eus Bruz, Skolajoù Diwan Kemper, Gwiseni, Ar Releg, Plijidi, Gwened, Sant Ervlan. Gourc'hemennoù d'ar gelennerien, levraouegerien ha d'al lennerien eveljust !

Adsavet oa bet ur c'huzul merañ nevez gant Keit Vimp Bev d'an dek a viz Even. Dibabet e oa bet paouez da embann Pay ar bloaz-èmañ. Met stokoù a chom. Un digarez evit dizoleiñ titloù bet disoñjet, gant 200 titl disheñvel ha 60 skrivagner disheñvel ? Kit e darempred gant Keit vimp bev ha fea ( afea [at] laposte.net) evit kemer perzh !

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, yaouankiz, diwan
1  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons