Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/57/57953_1.jpg
Ul levr aes da lenn, brav e skritur
- Présentation de livre -
Pluenn varzhoniel Loig Kampion
Bodet er Releg,votet o doa ar re yaouank evit Paol ar Meur hag evit Loig Kampion e 6vet/5vet klas. Setu lizher Loig ne c'helle ket bout ganto diriaou.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 19/06/23 10:06
Lizher Loig lennet er Releg :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (93 vues)

Bodet er Releg,votet o doa ar re yaouank evit Paol ar Meur hag evit Loig Kampion e 6vet/5vet klas. Setu lizher Loig ne c'helle ket bout ganto diriaou.

Leun a varzhoniezh eo "Sekred ar feunteun vurzhudus", un dastumad tri istor e lec'h e vez kontet istorioù a vremañ ha mojennoù gant ur roue, ur briñsez... met ar fin ne c'hell ket bout hengounel tamm ebet ! Deoc'h-c'hwi da lenn ! Setu e lizher :

"Skolajidi gaezh, tudoù kaezh,

Da-gentañ tout, digarezit ac’hanon rak n’emaon ket en ho touesk hiziv evit abadenn-lid Priz Ar Yaouankiz. E-kichen Marsilha emaon er mare-mañ evit kemer un tamm amzer diskuizh.

Da eil em boa c’hoant da lavarout deoc’h on bet enoret-kenañ o kemer perzh er genstrivadeg-mañ. Trugarez-vras d’ar juri evit bezañ roet din ar chañs da gonkouriñ !

A-viken on bet sot on gant lennegezh evit ar re yaouank ha kontadennoù hengounel ; ha muioc’h c'hoazh abaoe m’on bet gouest da skrivañ istorioù bihan e brezhoneg.

Spi-bras am eus ho peus bet holl, skolajidi gaezh, plijadur o lenn an danevelloù diwar Bleizig, Alba hag Anna, diwar an den kozh hag e vanne kafe, ha diwar al labous e bigos aour.

Un nebeud gerioù diwar-ma fenn. Genidik eus Bro-Dreger on hag e Naoned emaon o chom bremañ. Medisin en ospital on. Desket em eus Brezhoneg gant Kentelioù an Noz pemzek vloaz ‘zo.

Salv ma vo en ho touesk skrivagnerien nevez, tudoù donezonet evit lakaat al lennegezh e Brezhoneg da ziorren c’hoazh. Sur eo ha n’eo ket marteze !

Trugarez adarre ha kenavo d’an holl,

Loig"

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, yaouankiz, diwan
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons