Kinnig labour Diwan Kastellin, Gwengolo 2010. Emañ Skol Diwan Kastellin o klask daou skoazeller/ez evit distro skol 2010.
Ret eo mont e darempred gant Pole Emploi evit gouzout hag eñ e c'hell an den kaout ur c'hevrad sikouret gant ar Stad
Skoazeller/ez kentañ :
Labourat a raio gant ar skipailh pedagogel. Sikour a raio ar re vihan da zebriñ, ober a raio war-dro an diwallerez hag ar skoazell.
Brezhoneg komzet.
Kevrat sikouret 27eur ar sizhun, 34 eur 30 ar sizhun ur wech lakaet war ar bloavezh, da lâret eo 8 eur 30 an devezh.
Eil skoazeller/ez :
Rankout a raio dont teir gwech bemdez (etre 8 eur ha 9 eur, etre 11 eur 30 ha 14 eur, etre 16 eur 30 ha 19 eur).
Dav vo dezhañ bezañ o chom e Kastellin pe e-kichen.
Ober a raio war-dro an diwallerezh mintin ha noz, servijout a raio pred kreizteiz, naetaat a raio ar salioù diouzh an noz.
Brezhoneg komzet pe diskouez bezañ dedennet gant ar yezh.
Kevrat sikouret 20 eurvezh ar sizhun, 25 eur 30 ar sizhun ur wech lakaet war ar bloavezh, da lâret eo 6 eur 30 an devezh.