Penaos lakat ar gouarnamant da gompren eo pinvidik laoskel Breizh, Korsika, Euskadi, Elsass, Korsika, Okitania, da gomz o yezhoù ? Perak e vez ret stourm atav, c'hoazh hag adarre ?
Hir an hent, skuizh an dud. A-boan echu gant afer an teir eurvezh tennet e skolajoù ha lise Diwan, setu an Emglev etre ar Rannvro ha Breizh evit ar sevenadur hag ar yezhoù lakaet da vervel. An opsion er bak ? Ar brezhoneg LV 2 ? Ar yezhoù en armel, laoskomp anezho da vervel !
Ne c'hell ket an dud a stourm abaoe ganedigezh skolioù Diwan e 1977, laoskel ur gouarnamant tennañ ar gwirioù gounezet tamm ha tamm, brujunoù, gwir eo (div eurvezh tv ha tennet c'hoazh Bali Breizh ar sizhun-mañ...).
Neuze, mont war ar straedoù, lavarout eo torr penn, torr revr, dic'houest ur Stad ne ra foutre kaer deus yezhoù ar bed, ma vefe ar brezhoneg, pe forzh peseurt yezh all. Izel ken-ken live ar re yaouank e saozneg e Bro C'hall ? Dic'houest da zislipañ an disterañ frazenn goude seizh bloavezh skolaj ha lise ? Pa vez gwelet an holl re yaouank divyezhek, bet skoliataet e Diwan, Div Yezh, DIhun, hag a gomz meur a yezh... ret e vefe laoskel an dibab d'an holl gerent da gaout un doare kelenn dre soubidigezh evit mat an holl, an ekonomiezh, an demokratelezh, evit rein un anv d'ar vro, evit ma vefe bugale Breizh dekokakolonizet...