Ruks Mamudu, Zulekkha El-Hamity, Gladis, Patriicia, Linda hag Antonia : maouezed Manchester deuet evit ur mizvezh e Kemper evit gwelout penaos e vez graet amañ evit sikour ar re baour, ar re yaouank, evit diorren sevenadur ur vro ...
Ur gentel ispisial o deus bet ar re yaouank : penaos lakaat ar c'hoeff gant un tamm lien. Livioù a bep seurt, gwisket e vez anezho hervez an imor, met pas hervez an oad, ar statud sokial, pe ar fed bezañ dimezet, yaouank, pe plac'h yaouank kozh 'giz e veze grae e Breizh gwechall... An danvez ne cheñch ket kennebeut. Un doare d'en em wareziñ ouzh ar glav hag an tommder, met ivez da ziskouez danvez brav hag a liesseurt.
Goude ar gentel, an ober : pep a skolajiad gant ur c'hoeff mod Afrika. Bale asambles gant ar maouezed dirak ar re all o lavarout "demat" e swahili, a lake en holl da vezañ laouen. War lerc'h oa bet graet un tamm kreizh hag ur pachpi. Hag evit echuiñ dans Afrika, gant an holl en ur c'helc'h. Eskemm etresevenadurel digudenn !