Seizh vloaz zo dija e oa bet ijinet ur raktres arzel souezhus gant Yann Fanch Jacq sikouret gant Pascal Cariou evit sevel ur strollad liseidi o vont barzh meur a skol div sizhunvezh... Termen !
Schtroumpfed, sorserezed, tud ar sirk, tud ar skol, ... : sujedoù a bep seurt a zo bet ijinet gant al liseidi. Kroget al labour e c'hentañ klas, c'hoariet evit ar wech kentañ e skol Diwan Karaez e miz Mae, ha war lerc'h, pleustradegoù, ur skritell, ha dao, er c'harr boutin evit ober tro Breizh dirak 15 skol bep sizhun, a wechoù dirak ur skol vihan evel en Alre, pe ur skol vras 'giz hini Naoned, alies ur skol e lec'h oa bet skoliatateet al liseidi pa oant bihan.
Peadra da glevout c'hoarzadegoù, hag a-wechoù daeroù war dremm ur skolaerez pe ur skoazellerez o welout ar re vihan deuet ken bras ha ken ampart war al leurenn !