Deuet e oa tri c'helenner skol sonerezh Karaez da ziskouez ar binvioù hag ar c'hentelioù kinniget ar bloaz-mañ. Un digarez evit lakaat anezho da selaou ur "practice", ur fleüt e plouz gant ur son damheñvel outañ, ur fleüt a-dreuz e koad, hag a bep seurt doareoù da seniñ treujenn-gaol !