Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :
D'ar Meurzh 21 a viz Gwengolo 2010
Adalek 6 eur noz
Kreizenn « Yves Quéguiner » (sal 4)
29400-Landivizio
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.
Aozet eo an emvod-mañ evit kinnig ar rouedad Diwan gant ar soñj klask lañsañ ur raktres skol e Bro Landivizio.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoum, karget a gefridi war an diorren Diwan :
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03
sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org
ha diwan.breizh [at] wanadoo.fr