Laouen eo ar gevredigezh Diwan o pediñ ac'hanoc'h d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :
D'ar Sadorn 14 a viz Genver 2012
Adalek 10 eur
Er greizenn sokial
(straed ar groaz « Mérovingienne »)
22190-PLERIN
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Skignet e vo ur film a ginnig Diwan dre sell oadourien bet skoliataet e Diwan.
Unan anezho a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Plerin evit klokaat kinnig Diwan en Aodoù-an-Arvor. 7 skol hag ur skolaj (e Plijidi) a vez staliet en departamant betek-hen.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi
06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69
sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org