Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Conference debat -
Ha goude krouidigezh Diwan, ur skol veur e brezhoneg ?
Tri zra mallus a zo d'ober evit Herve Bihan : ur skinwel e brezhoneg, ur skol veur e brezhoneg ha brezhoneg yezh ofisiel da vat
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 24/12/12 21:31

Tri zra mallus a zo d'ober evit Herve Bihan : ur skinwel e brezhoneg, ur skol veur e brezhoneg evit forzh peseurt danvez hag ar brezhoneg deuet da vezañ yezh ofisiel

Studierien skol veur Roazhon a zo yaouank e UER brezhoneg. Un nebeut bloavezhioù 'zo e oa stourmerien a bep seurt oad deuet evit deskiñ ha studiañ ar yezh.

A-bouez eo bremañ mont pelloc'h ha gallout kinnig d'ar studierien ur skol veur e brezhoneg da vat ... hag ur brezegenn e skol veur, e brezhoneg penn da benn troet e galleg gant dafar ar skol veur pe hini Ofis ar brezhoneg evit an nann-vrezhonegerien (dek er sal devezh er brezegenn, war 60 den ?).Un devezh bennak, marteze...