34vet gouel Sant Jakez, aozet da gentañ war dachenn chapel Sant Jakez ha bremañ kost'ar mor, e porzh ar Pouldu
Kanerien ar vro, gant Billon/Penseg, sonerien ar vro gant Miniou/Salvar, danserien yaouank gant Kelc'h Kloar ha Kelc'h Lanijen, strollad ar vro gant Cheñch tu : mont a reont touristed ha tud ar vro asambles da seurt gouel, evit mont da bourmen war charaban Jo pe Vadalen, mont da zebriñ krampouezh fardet gant skipailh Anne-Marie, c'hoari bouloù pe klask pignat war ar skasoù gant Henri...
D'ar gwener 24 a viz gouere, aozet gant Hent sant Jakez ha Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle, adalek 7 eur.