Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Gouel an ugent vloaz : lidet 'giz faot !
Prezegennoù, c'hoarioù, dro vale, abadennoù, fest-deiz ha fest noz : 3000 a dud e Kerampuilh ! Ur pezh mell gouel aozet asambles gant al liseidi, ar gelennerien, ar c'huzul skoazell, ha
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 19/10/14 19:19
:

Prezegennoù, c'hoarioù, dro vale, abadennoù, fest-deiz ha fest noz : 3000 a dud e Kerampuilh !

Ur pezh mell gouel aozet asambles gant al liseidi, ar gelennerien, ar c'huzul skoazell, ha tout an dud laouen d'en em gavout en dro. Brezhonegerien a bep seurt oad deuet eus pep korn Breizh evit dañ sal, kanañ, kontañ kaoz, c'hoarzhin... Kanerion ha danserion a-feson, gant strolladoù daou ha daou ha sonerien a live uhel, kenkoulz ar re gozh hag ar re yaouank. Met e touez an holl e oa koublad muiañ karet al lise o doa lakaet ar sal da strakal : Dom Jo ha Markus, kelenner brezhoneg el lise ha penngasour abaoe ganedigezh al lise. Bravo d'an holl neuze, ha d'ar wech all, evit abadennoù all ugent vloaz al lise !

Voir aussi sur le même sujet : diwan, kan ha diskan, stourm