Tri-ugent a dud bodet e lise Diwan Karaez e-pad daou zevezh. Labourus e oa bet gant prezegennourien, studiadenn ATEMIS, ha prezegenn Lena LouarnPenaos lakaat muioc'h ar gerent hag an implijidi b'ar jeu ? N'eo ket peogwir e kresk ar skolioù e kresk niver an dud a gemer perzh e buhez Diwan. Nebeutoc'h a arc'hant a zo bet dastumet ar bloaz-mañ er skolioù, daoust d'ar c'hresk. Lakaet e oa bet an dud da brederiañ a-ziwar al likelezh gant ur c'helenner brudet deuet eus Paris, Philippe Lazar. Peadra da welout n'eo ket tamm ebet al likelezh ar pezh a vez termenet bemdez er radio pe er c'hazetennoù.
Gwelloc'h eo diazezañ ar preder war an testennoù, al lezennoù resis.Evit mont en dro pemdeziek Diwan e vo ret mont war raok, termeniñ doareoù disheñvel, gant ar c'hoant da labourat a-stroll, ha pas kenurzhiañ hepken. Forzh pelec'h en deskadurezh e vez tud o c'houzañv, skolaerien o kregiñ gant ar vicher, tud beuzet gant al labour, bugale diaes, darempredoù diaes. Da Ziwan da ijin doareoù nevez da vont war raok, evel e oa bet gouest d'ober ar gevredigezh e-pad 38 vloavezh. Niverus e vo ar chanterioù o tont : ul lec'hienn Internet adnevezaet, ar chanter digoret gant tud ATEMIS o doa aterset implijidi ar skolioù hag an eil derez, ha 40 vloaz Diwan o tostaat...