Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :
D'ar Meurzh 22 a viz Mae 2012, adalek 6 eur 30 noz, e sal « Le Nautile », Kreizenn Sevenadurel ar Bae
29940 – Ar Forest-Fouen
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.
Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Fouen evit klokaat kinnig Diwan e Kreisteiz Penn-ar-Bed.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi
06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69
sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org