Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Sant-Brieg ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :
D'ar Meurzh 16 a viz Meurzh 2010, adalek 8 eur noz.
Er greizenn sokial (sal an obererezhioù), straed ar groaz « Mérovingienne », e 22190-Plerin
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. An digarez ho po ivez da gejañ gant dileuridi skol Diwan Sant-Brieg hag a vo laouen da zisplegañ deoc'h mont en-dro o skol.
Aozet eo an emvod-mañ evit kinnig ar rouedad Diwan gant ar soñj klask lañsañ ur raktres skol e Bro Blerin.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi, karget a gefridi war an diorren Diwan :
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03
sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org
ha diwan.breizh [at] wanadoo.fr