Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Diwan : emvod foran ha raktres un eil skol e Gwened
Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz. An emvodoù-mañ a zo aozet e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Gwened.
Par Dominique Jacq pour Diwan le 19/04/10 14:34

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :


D'ar Meurzh 27 a viz Ebrel 2010, adalek 8 eur noz.
E sal « de Rohan », 80 Plasenn « de Rohan »
56000-Gwened.
Digoust ha digor d'an holl.


Emvodoù foran all a vo aozet e Gwened : d'ar Yaou 20 a viz Mae, da 8 e noz e sal ar « Madeleine », 11 straed Santez-Anna, ha d'ar Meurzh 15 a viz Even, da 8 e noz e sal « de Rohan ».

Aozet eo an emvodoù-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Gwened.

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvodoù !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.


Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi, karget a gefridi war an diorren Diwan
: 02 97 47 85 92 pe 06 24 90 36 03
Postel : sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org ha diwan.breizh [at] wanadoo.fr

Voir aussi :
logo
Skolioù Diwan.
[ Gwelout pennadoù all Diwan]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons