Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/42/42182_1.jpg
écoles en immersion en Europe
- Chronique -
Diwan 40 vloaz : ur gronikenn a-hed ar bloaz
Setu kroget ar pennad kentañ, deoc'h-c'hwi da heul ar gronikenn a vo kaset ingal evit kompren mont en dro Diwan hag ar skolioù dre soubidigezh a zo en Europa
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 8/05/17 22:21

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa

Ar c’helenn dre soubidigezh : soubañ pe veuziñ, eno 'mañ an dalc'h.

welsh school

Soubañ a zo ur choaz : lakaet e vez bugale da zeskiñ ur yezh dre selaou ha bevañ er skol, met doujet e vez ouzh o yezh vamm. Beuziñ a zo bet abaoe pell gant stadoù o doa c’hoant e vefe diverket ar yezhoù mamm eus ar vro, o vezhekaat ar vugale a gendalc’he da gomz o yezh.

Etre 1965 ha 1979 oa bet krouet ar skolioù dre soubidigezh e Bro C’hall. Souezhusañ skouer : e Kebek e oa bet aozet un taol-arnod o reiñ plas d'ar galleg e klasadoù bugale saozneger evit ma c'hellfent deskiñ galleg dre soubidigezh, ken fall e oa neuze stad ar yezh-se. Hiziv an deiz e bro Gebek e vez 370 000 skoliad o teskiñ galleg dre « soubidigezh » , ger implijet evit ar wech kentañ gant Lambert ha Tucker e 1972, sokioyezhourien e Kebek, hag o doa lakaet bugale da zeskiñ dre ar galleg, en arvar da neuze, a-hed an devezh-skol.

E pep lec’h er bloavezhioù 1970 e oa bet savet skolioù dre intrudu ha nerzh ar c’hevredigezhioù hag ar gerent. Skoilhoù e-leizh a oa war hent ar stourmerien, daoust ma oa bet efedus abaoe pell evit ar galleg ar sistem implijet er broioù aloubet gant bro C’hall : e Aljeria, Togo, Kameroun... hag e broioù aloubet all pe evit ar saozneg pe ar c’hastilhaneg e ve. Met se ne oa ket soubidigezh, dibabet ha kaset da benn evit saveteiñ ur yezh en arvar, ur veuzadenn ne lâran ket, rak ne veze doujet nag ouzh ar yezh nag ouzh sevenadur ar pobloù aloubet.

Voir aussi sur le même sujet : Diwan, 40 vloaz, deskadurezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons