Deuet eus Gwiseni, Ar Releg, Karaez, Naoned, Kemper, Plijidi, setu 150 den o labourat un devezh-pad war an hentennoù nevez, poelladoù Triade ha Sacoche evit aozañ ar vuhez skol (kaier niverel), adreizhadenn al lise... E salioù skolaj Diwan Gwened e veze klevet tud o c'hoarzhin, buhezourien oc'h amprouiñ c'hoarioù nevez evit filajoù er skolajoù. Aze e veze labouret war ar c'hastilhaneg, du-hont, diwar-benn al liammoù etre ar c'hwec'h skolaj hag al lise...
Hag etre an divizoù, emvodoù, eskemmoù frouezhus : raktresoù video zo bet lakaet e pleustr (ur genstrivadeg filmoù skrijus da vezañ kaset a-raok ar c'hentañ a viz Mae), prientiñ abadennoù la Obra gant 10 lisead bet e lise Diwan (pezh-c'hoari e kastilhaneg, brezhoneg, ha quechueg), ha tud o tivizout e brezhoneg a-hed an deiz evit lakaat bag vras Diwan da vont pelloc'h c'hoazh...