Plijout a ra deoc'h dañsal ha kanañ ? Deuit da Sant Turian disadorn : ne vo soner ebet, 'met kanerien
Aozet gant Fest al leur ha Kanerien Sant Turian, goude kentelioù kan ha diskan kaset gant Gi Penseg, eo ar fest-noz kan kan un emgav evit tout an dud a blij dezho preg e brezhoneg ha kaout plijadur 'sames.
Kanerien ar vro, kanerien bro Gwened, paotred ha merc'hed, o kanan war al leurenn ha b'an dans, 'giz faot dezhe !