Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/55/55962_1.jpg
Stajoù oa a-hed an deiz evit ar ganerien hag evit ar vrezhonegerien
- Papier -
Poullaouen : ur sal nevez, tud yaouank e leiz er sal ha war al leurenn !
Staliet mat an tregont stajiad, ur sal nevez flamm evit degemer danserien nozvezh ar gavotenn, ur gwir blijadur rannet etre tout ar berzhidi !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 18/09/22 13:10
Berzh en doa graet ar fest-noz gant arzourien niverus war al leurenn! :
Réalisation : fea - tvbk (240 vues)

Staliet mat an tregont stajiad, ur sal nevez flamm evit degemer danserien nozvezh ar gavotenn, ur gwir blijadur rannet etre tout ar berzhidi

Da nav eur da vintin e oa erruet ar stajidi kan ha diskan "live 2", hag ar stajidi brezhoneg Poullaouen gant Francis Favereau. Labourat war dempo ar gavotenn gant Kris Menn a zo bet graet, ha kanet daou ha daou evit peurlipat al lusk, an distagadur, an doareoù da cheñch ar frazenn... Debret asambles da greisteiz ha da noz, ha setu an dud (muioc'h eget 500) da zont eus pep lec'h e Breizh eda gêrbenn ar fest-noz fin miz Gwengolo, abaoe 32 vloaz.

Piv en deus lavaret e oa brezhoneg e kêrioù bras hepken ? Amañ, b'ar vro, e begoù an dud e oa brezhoneg e pep lec'h : war al leurenn e dilhad Sul gant meur a goublad, kozh ha yaouank, Le Corre/Fustec, Diridollou/Lavigne, Sandie/Guillaume, Kris Menn/ Jean Pierre Kere... ha gant an dud a gegine, a servije bier ar vro, a zañse, a flape... Dreist ar gouel, dreist ar mennozhioù fentus (brezel etre ar fiseloù ha tud an "dañs tro", souezhadennoù d'ar sul !

Kendalc'hit "'giz 'moc'h !"

Voir aussi sur le même sujet : fest noz, kan ha diskan, brezhoneg
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons