Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/56/56146_1.jpg
Modzomik, ur strollad leun a startijenn !
- Papier -
Krouidigezh Dastum : pa vez an hengoun o tigeriñ hentoù nevez
Coulennet en doa burev Dastum un abadenn digant Emmanuelle Boutillhier, evit Breizh Uhel, hag Ewen L'haridon evit Breizh Izel. Ret e oa gwiskañ tonioù hengounel Dastum e dilhad Sul, gant gouleier, binvioù dic'hortoz, ha tonioù da addizolein
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 10/10/22 9:07
Daou strollad a-feston ba Plañvour :
Réalisation : tvbk -fea (138 vues)
Daou strollad a-feston ba Plañvour :
Réalisation : tvbk -fea (345 vues)

Coulennet en doa burev Dastum un abadenn digant Emmanuelle Boutillhier, evit Breizh Uhel, hag Ewen L'haridon evit Breizh Izel. Ret e oa gwiskañ tonioù hengounel Dastum e dilhad Sul, gant gouleier, binvioù dic'hortoz, ha tonioù da addizolein

Daou strollad gant livioù disheñvel-tre. Levezon bro Gebeg gant L'Evâillée, tri violoñs, Manu o reiñ al lusk gant he zreid, harmonika, kozh wetur, akordeoñs, gourrebed... Tri faotr, div blac'h, Kanañ a reont holl, ha penn kentañ an abadenn zo dic'hortoz-kenañ gant an holl o komz asambles traoù berr ha fentus. Un doare plijus da zont 'barzh bed tud bro gallo gant ur yezh implijet alies. Gwerzioù kanet gant ar merc'hed oa fromus, ha mat vefe bet marteze laoskel muioc'h a blas d'ar vouezh, hep sonerezh a-dreñv a-wechoù.

Strollad Modkozmik ? Pemp paotr bet sonerien biniou bombard evit lod anezhe. Abaoe ur pennadig e vez kanet ingal gant Ewen, ha gwerzioù brav ken ha ken a zo bet kanet aze, diwar votadegoù kommunist e Kreiz Breizh, labour e Cherbourg gant paotred goude ar brezel hag a oa rediet da splujañ don e "caissons air comprimé", giz vez laret barzh ar sonenn.

Trompilh, tamboulinoù a vremañ, DJ, gouleier fin aozet gant ur mignon dezhe, trombon : ur skipailh a lak an dra sur da vout a-vremañ tout an tonioù bet dastumet gant tud a bep seurt e pemp korn ar vro. Trugarez Dastum ha trugarez d'an daou strollad. N'eo ket echu nag gant yezhoù Breizh, na gant he sonerezh !

Voir aussi sur le même sujet : krouiñ, dastum, kan ha diskan
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons