Echu, ar fest-noz er vro ? Echu ar c'han hag an dañs ? Ket, a-drugarez d'an dud war an dachenn, d'ar re a grog ganti.
E broioù'zo evel ba bro Kemperle, e vez gwelet tud koshoc'h koshañ er festoù-noz. Penaos ober evit yaouankaat an dud a zañs hag o deus plijadur 'sames ? O stummañ ar re yaouank, o tremen pennadoù plijus gante. Sed aze ar pezh a vez graet gant tud Banleg a-drugarez da Anjela hag he skolig kan ha diskan, a-drugarez da Ti ar Vro Kemperle a zo o kas en dro ar raktres "Hentoù treuz" gant c'hoariva, kleuboù, stalioù un tamm pep lec'h, e mediaouegoù, er skolaj, el lise, e-pad an amzer diskol, asambles gant skolaerien, kelennerien a youl-vat...