Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Digoradur skol Diwan Savenneg e miz Gwengolo 2009
Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Bro Savenneg, kemenn deoc'h e vo digoret ur skol Diwan e Savenneg, adal miz Gwengolo 2009. Gant Skol Diwan Savenneg e
Par Dominique Jacq pour Diwan le 1/07/09 9:29

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Bro Savenneg, kemenn deoc'h e vo digoret ur skol Diwan e Savenneg, adal miz Gwengolo 2009.

Gant Skol Diwan Savenneg e vo klokaet ar c'hinnig kelenn divyezhek dre soubidigezh e Liger-Atlantel. Goude Naoned, Sant-Nazer, Gwenrann ha Sant-Ervlan (evit ar skolaj) e vo tu d'ar vugale deskiñ e brezhoneg e Savenneg.

Ar bloaz-mañ e vo skoliataet bugale skol-vamm (adalek daou vloaz).

Dek bugel a zo bet rak-enskrivet dija. Degemeret e vezint er skol a vo e-kichen an ti-gar, 23 hent Sant-Stefan-Brengoloù.

Ma 'z oc'h dedennet gant Skol Diwan Savenneg e c'hellit enskrivañ ho pugel c'hoazh, o vont e darempred gant Anne-Claire Quiviger : 06 03 76 07 95.

Skolioù Diwan a zo laik, digoust ha digor d'an holl.

A-drugarez d'an hentenn bedagogel dre soubidigezh, e teu a-benn ar vugale da vezañ divyezhek da vat. Desket e vez brezhoneg ganto dre un doare naturel hag e vez tizhet ganto ul live a varregezhioù heñvel e galleg hag e brezhoneg. Ar soubidigezh a ra berzh e skolioù Diwan abaoe ouzhpenn tregont vloaz. Komz meur a yezh a zo ur binvidigezh hag ur chañs ouzhpenn evit ar vugale. Gant an divyezhegezh abred eo aesoc'h deskiñ yezhoù all, ar saozneg da skouer.

A-hend-all, evel warlene e vo kinniget kentelioù brezhoneg evit an dud-deuet gant Kuzul skoazell skol Diwan Bro Savenneg.

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo Skolioù Diwan.
[ Gwelout pennadoù all Diwan]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 3) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons