22vet Foar an Traoù kozh Karaez-Plougêr (Penn-ar-Bed)
D'ar sul 10 a viz Eost 2014.
Karaez, Karter ar C'hoc'hu (kreiz-kêr), aozet gant Kuzul Skoazell DIWAN KARAEZ.
Etre 9e ha 7e d'ab., gant ouzhpenn 200 stand !
Digoust e vo evit mont e-barzh, peadra da zebriñ a vo, arzourien er straedoù goude lein ivez.
DEUIT NIVERUS !!!
E penn nec'h ar straed Brizeug e tegemerer ar varc'hadourien, etre 5e hag 8e mintin evit re bet dalc'het o flas gante, keit ha ma vo plas ; adalek 8e evit ar re n'o deus miret tamm plas ebet.
6 ¤ e koust ar metrad e-barzh sal ar C'hoc'hu.
15 ¤ e koust an 20 m2 er-maez, hep kontañ ar sammadig a ranker lakaat ouzhpenn pa laosker ar c'harr er stand.
Reolennoù ar foar hag ar follenn-enskrivañ a gaver war al lec'hienn-mañ :