Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
photo
- Agenda -
10vet Foar Daoulaz !
Evel bep bloaz e vo aozet gant ar gevredigezh "Les P'tits Pot'iront", Foar Daoulaz d'ar sadorn 31 a viz eost ba' Daoulaz.
Par josette Le Gall pour Association Les P'tits Potirons le 28/07/13 22:08

Evel bep bloaz e vo aozet gant ar gevredigezh "Les P'tits Pot'iront", Foar Daoulaz d'ar sadorn 31 a viz eost ba' Daoulaz.

Ar bloaz-mañ hon eus pedet d'ar gwener 30 a viz eost da 8e45, evit digeriñ ar foar, Soazig Daniélou da ginnig deomp an teul-film "O seizh posupl" diwar-benn an doareoù o deus ar re yaouank da vevañ hiziv e brezhoneg.

D'an 31 a viz eost e vo kinniget adalek 10 eur :

- ur marc'had artizaned, peizanted ha produerien ar vro,

- un toullad abadennoù evit ar re vihan hag ar re vras : tresadennoù war ar prim, c'hoariva e brezhoneg, c'hoarioù ar bed-holl, strobinellerezh, kronnikenoù hon hucher mil-vrudet Ben Le Crieur,

- atalieroù digor d'an holl: engraverezh, poderezh, kan, kegin...

- konsertoù: Espèce de chorale, Funky Dirty Chicken, Stone Free, Ceili Band Jarrow, Amari Family, Plou Fiddle Band, Sophie Troll au chocolat, Yod,

- divizoù,

- ur friko peizant, gant produioù ar vro adalek 19e.

Digoust 'vez pep tra.

Deuit niverus da lidañ ganeomp 10vet deiz-ha-bloaz Foar Daoulaz!!!

Voir le site ■

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Association Les P\'tits Potirons]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons