Llena Davies. Roazhon er bloavezhioù '40. Stan a labour e rann ar skiantoù er skol-veur, eno ivez emañ Llena o studiañ. Penaos ec'h echuo an darempredoù etre an daou zen yaouank-mañ ?
Daoust ha gallout a reer lakaat da glotañ gwarizi gant karantez, speredoù dieub gant speredoù entanet ?
Souezhus eo bet istor an danevell-mañ, skrivet en un doare modern-kenañ a-raok ar brezel, ha bet embannet en un doare damguzh dre ma veze taolennet enni, evit ar wech kentañ e brezhoneg, darempredoù korf etre ur gwaz hag ur vaouez. Ken diaes e oa da gavout ken e oa deuet da vezañ ur seurt "mojenn".
Foar Vre : Un estrañjourez o kemer an tren hag o vont da foar ar c'hezeg war Dosenn Menez-Bre ; netra souezhus, emezit-hu ?
An danevell-mañ, lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ bet skrivet e brezhoneg, a souezho al lennerien.
5 € (ouzhpennañ 0,85 € a vizoù-kas)
An Alarc'h 14 Louzaouenn-an-Hañv / Rue du Muguet 22300 Lannuon / Lannion 02 96 48 03 00