Ar 15 vet foar vio Landerne a vo dalc'het d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Meurzh. Evel bep bloaz e vo skol Diwan ar barrez oc'h ober he jeu en espas Sant Ernel e-pad daou zevezh. 110 diskouezher a zeuio. Boued bio, fourmaj, kig, bara, fruezh,eoul ha gwinegr met ivez gwin, sistr, chugoù. Mod all e vo kavet ivez produoioù ar c'horf, saverien ekotiez ha penaos ober evit espern energiezh ul lojeiz.
Prezegennoù :
An tem dibabet ar bloaz man eo ar c'hemmoù enerjetik er bed a-vreman. Setu aman roll ar prezegennoù :
D'ar sadorn 16 da 11 eur : Philippe Dauguet ijnour an energiezhoù a sacho hon evezh war dalc'h an energiezhoù renevezet (heol hag avel)
Da 2 eur : Jean Luc Fleureau prezidant eco solar Breizh a ziskouezho ar raktrez "Aostrali, 100 km dre eur diwar nerz an heol".
Da 4 eur : An ijinour Mickaël Feuildet a gomzo diwar benn ar produksion elektrisite hag avel digreizennet, da lared eo penaos produin energiezh er gêr.
D'ar sul 17 eus ar beure : Dont a ray Jean Pierre Pradillon kelenner gant an Ensta Brest. Heman a bouezo war nerz naturel ar mor.
da 2 eur : Jean Luc Roux eus "l'action bâtiments durables armoricains"a glasko ganeoc'h mont pelloc'h evit reolennoù 2012 an difuin.
Ar vreuriezh Gaspare a zeuy da zielfennan ur studiadenn war an elektrisite e Breizh e framm emglev elekrik ar vro.