Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Yann-Fanch Kemener zo gwisket e ruz...
Brezel pevarzek, ar brezel bras kanet gant ar c'haner brudet
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 5/11/14 0:02

Brezel pevarzek, ar brezel bras kanet gant ar c'haner brudet

Gant fleütoù diniver Sylvain Barou e krog an abadenn. Fotoioù gwenn ha du o tont eus un dastumadeg poltridi roet da Yann Fanch gant un den a zo aze er sal a zo bannet war dri skramm. 750 den e C'hoariva Kerne evit krouidigezh "j'irai cracher sur vos ombres" en galleg ha " Gouelit ma daoulagad" e brezhoneg, didrouz. O selaou ar c'haner milvrudet, ar c'haner gwisket evel ur peisant hag ur soudard da c'houde, oc'h ober c'hoariva, o tañsal ur fisel, o lenn lizhiri soudarded e glac'har ha dizesper.

Kuitaat ar vro, ar vicher peisant, an tri bugel evit bout drailhet e Reter bro C'hall, er pri hag er vouilhenn. Dre ma oa bet dichek gant e gaporal e oa bet rediet Sulian da vont d'an toullbac'h, a-raok mont da vagn Bougy en Aljeri. Un ifern all benn ar fin, e lec'h oa bet lakaet e anv, ur wech marv, evel "non mort pour la France".

Tonioù hengounel brav a zo, kantikoù, gwerzioù, kanenn ar serjant major dezertour, met ivez un dra a zo bet kompozet gant Yann Fanch, "Gwerz Sulian Joe" :

"Tuchantiled bras an arme

A gouska aes en o gwele

Ar soudard paour ba an tranche

vez ret dezhañ yuno noz ha deiz".

Voir aussi :