Reizhadur
Amañ hag ahont eo bet skrevet an Emglev Kevredel Breizh a oa derc'hel perzh el listenn pennrenet gant maer Karaez. Ur fazienn eo.
E wirionez ne c'hellomp ket bout a-du gant e zoareoù ober rust ha disfeal e keñver hor strollad. Ar stumm-ober se, re hini ur "Pepe Grillo" breton, a ra 'met gwanaat ar c'hoant unvaniezh-labour dispartiet etre an nerzhioù politikel hag a zo stourm en ur spered digor-galon ha leal evit zichenniñ ur galloud emrenerez evit ar Vretoned.
En tu hont da se, ni a gav "iskis" awalc'h gwelout war al listenn-se anv maer Plouvagor. Hennez, evel ma ouier, a zo oc'h ober ur broses ouzh Diwan.
Dr Jean-Louis Le Mee
Prezidant EKB