An AFB-EKB a zo eürus o c'houzout e vo kelennet ar Brezhoneg er Skol-Veur Harvard. Ar Brezhoneg a gemero plas en unan eus ar Skolioù-meur brudetañ ar bed hervez renkadur Shangaï. Kement-se a ziskouez pegen istimet eo du-hont ar yezh geltiek nemeti komzet c'hoazh war an tiriad europat, kontrefed eus an dismegañs graet outi gant ar Stad c'hall.
Ar Stad c'hall, ar memes hini hag a ra komzoù flour diwarbenn an "nemadenn sevenadurel". Seurt diskleriadennoù o deus 'met daou pal : chom peget ouzh lavarioù mod-kozh a-zivout ar Galleg ha derc'hel da vont, en ur ganan a-bouez-penn war an ton "droejoù-mab-den", gant ur politikerezh-distruj ar bobloù minorelezet Bro C'hall.
Ar Burev.