Stumdi a ginnig d'ar re a zo intereset gant ar brezhoneg, daou staj ur sizhunvezh (35 eurvezh) e Landerne
Eus ar 7 d'an 11 a viz Meurzh 2011 hag eus an 2 d'ar 6 a viz Mae 2011
Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ an diazezoù pe zonaat e anaoudegezhioù. Ar sizhunvezh-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. An enskrivadurioù a zo digor ha chom a ra plasoù c'hoazh.
Ur staj dre soubidigezh war enez Eusa
Eus an 2 d'ar 6 a viz Mae 2011
E-pad ar sizhunvezh-se war enez Eusa e vez roet tro d'ar berzhidi da vevañ e brezhoneg en ur dennañ gounid eus braventez al lec'h. E-pad ar staj-se o devo tro ar stajidi d'ober "skol al louarn" e brezhoneg : dizoleiñ an endro, kejañ ouzh brezhonegerien an enezenn... ha kalz a souezhadennoù-all !