Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stumdi : Echuiñ a ra ar bloavezh 2009-2010 war an ton bras
Bez emañ Stumdi o paouez klozañ an eil prantad stummadur hir (6 miz), d'ar Yaou 8 a viz Gouere e Landerne hag ar stummadur uhel (3 miz), d'ar Gwener 9 a viz Gouere e Kemper gant div abadenn c'hoariva e brezhoneg kinniget gant ar stajidi.
Par Claudie Motais pour Stumdi le 12/07/10 16:18

Stummadur hir war ar brezhoneg (war 6 miz)

37 stajiad o deus heuliet an eil prantad stummadur hir eus ar 05 a viz Genver d'an 08 a viz Gouere 2010 e Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56). Bodet int bet diriaou e Landerne evit un abadenn c'hoariva hag ur bale-foto e kreiz-kêr Landerne.

Ar bloaz-mañ c'hoazh eo bet degemeret kalzik a dud dilabour hag o deus c'hoant da vont war ur post divyezhek e dibenn o 6 miz stummadur. Gopridi ivez o deus goulennet un ehan-stummadur hiniennel evit deskiñ brezhoneg. War-zu ar c'helenn pe war-zu micherioù an deskadurezh ez aio al lodenn vrasañ eus ar stajidi. Gant hon aozadur e vez degemeret ivez muioc'h-mui a stajidi stummet evit mont war postoù melestradurel.

E fin bep prantad-stummadur e vez embannet gant ar servij heñchañ un teuliad e-lec'h ma vez lakaet war wel profiloù micherel ar stajidi. Kinniget e vez an teuliad-se d'an implijerien a glask implijidi divyezhek. Neuze e c'hellont mont e darempred gant ar servij a-benn goulenn daveennoù ar stajidi a glot gant o ezhommoù. Bez emañ teuliad 2009-2010 o paouez bezañ embannet hag e c'hell an implijerien goulenn ur skouerenn anezhañ digant ar servij.

Prantadoù o tont :

Eus an 09 a viz Gwengolo 2010 d'an 29 a viz Meurzh 2011 hag eus ar 05 a viz Genver 2011 d'an 08 a viz Gouere 2011, e Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56).

Chom a ra plasoù c'hoazh war an tri lec'h.

Stummadur uhel war ar brezhoneg (war 3 miz)

20 stajiad a zo o paouez echuiñ o stummadur e Landerne hag e Plañvour, d'ar Gwener 9 a viz Gouere tro-dro d'un abadenn fin ar bloaz e Kemper, goude 3 miz stummadur evit en em varekaat. Berzh a ra ar stummadur, krouet daou vloaz 'zo, e-touez stajidi stummadurioù hir o deus c'hoant da zonaat o anaoudegezhioù. Reiñ a ra tu da vrezhonegerien nevez da vestroniañ ar yezh e kement degouezh a zo er vuhez pemdez.

Prantad o tont :

Eus ar 04 a viz Ebrel 2011 d'an 08 a viz Gouere 2011 e Landerne (29) hag e Plañvour (56).

Stummadur evit an dud o deus bet, dre o familh, un tañva eus ar brezhoneg hag o deus c'hoant adkavout ar yezh evit eskemm :

2 zevezh bep pemzektez e-pad ar bloavezh-skol (Gwengolo 2010-Ebrel 2011) e Landerne (29) hag e Plañvour (56).

Annaig GUEDES

Landerne d'an 8 a viz Gouere 2010

Mont e darempred gant :

STUMDI-Maner Keranden-BP 311-29413 LANDERNEAU Cedex

02 98 21 39 94-bzh.stumdi [at] wanadoo.fr-www.stumdi.com

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons