Bez emañ Stumdi, aozadur-stummañ war ar brezhoneg abaoe 25 bloaz, o lidañ er bloaz-mañ 20 bloaz ar staj berr war enez Eusa.
Istor ar staj :
-Abaoe e grouidigezh e vez kinniget bep bloaz gant an aozadur, stajoù berr ur sizhunvezh a ro tro d'ar stajidi da zizoleiñ pe da wellaat o live brezhoneg dre skrid ha dre gomz.
-E 1989, e tiviz Stumdi sevel ur staj berr war enez Eusa.
-E 2005, e tiviz ar skipailh pedagogel cheñch ar formulenn ha krouiñ ur staj tematek : kentelioù brezhoneg diouzh ar mintin (meur a live), lakaat ar c'hentelioù e pleustr goude merenn oc'h ober « skol al louarn » (dizoleiñ an endro, c'hoarioù bras, emgav gant eusaiz…). Savet e vez ar programm tro-dro d'un tem nevez bep bloaz.
Ar staj eus an 2 d'ar 6 a viz Mae 2011 :
Degemeret e vo ur pemzek stajiad bennak gant ar skipailh hag e vo kinniget dezho ur programm dreistordinal tro-dro da vilinoù Eusa hag al labourioù a veze graet gwechall :
-dizoleiñ an tem dre c'hoarioù bras (bale foto, klask an teñzor),
-dizoleiñ an endro dre weladennoù heñchet an aod vev hag an aozadur « Algues et mer »,
-gweladenn mirdioù hag ur gorzez (beilhadenn) etre ar stajidi ha brezhonegerezed an enezenn tro-dro d'ur banne kafe.
Bep bloaz e vez kinniget d'ar berzhidi derc'hel ul levr heñchañ roet e penn-kentañ ar staj ha respont d'un nebeut goulennoù a-drugarez d'an titouroù dastumet gant tud ha koñversanted an enezenn.
Savet e vo ur gazetenn e fin ar staj.
Chom a ra plasoù c'hoazh !
Nozvezh dreistordinal ! :
Aozet e vo gant skipailh Eusa, asambles gant kevredigezh kerent skolajidi skolaj publik Eusa un nozvezh krampouezh hag ur fest-noz digoust (Yann-Fañch Kemener, Gilles Le Bigot/Jean-Michel Veillon, Tangi Le Gall-Carré/Thomas Felder),
d'ar Yaou 5 a viz Mae adal 8e00 e sal an holl sportoù,.
Evit kaout soñj eus an abadenn-mañ en deus divizet skipailh krouiñ ur « set de table » « ouzh taol e enez Eusa » gant ur c'heriaoueg tro-dro d'ar predoù e brezhoneg (da werzhañ war al lec'h).
Mont e darempred gant :
STUMDI
Maner Keranden-BP 311-29413 Landerne Cedex
02 98 21 39 94
bzh.stumdi [at] wanadoo.fr