2 staj ur sizhunvezh e brezhoneg
Dindan al loar gann, eus ar 7 d'an 11 a viz Gouere 2008 e Landerne.
Bep bloaz e Landerne e ro tro Gouel Kann al Loar da veajiñ dre abadennoù a bep seurt. E-pad ar festoù-se e kinnig Stumdi da berzhidi ar staj dizoleiñ pe gwellaat ar brezhoneg dre ziduamantoù : stalioù a bep seurt, c'hoarioù… liammet gant kêr Landerne hag he Gouel.
Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn, eus an 21 d'ar 25 a viz Gourhelen 2007 e Pont-Skorn.
E-pad ar sizuniad-se e Pont-Skorn e vez roet tro d'ar berzhidi (live 2-3) da vevein a-barzh un endro gwenedeg. Tro o do ivez ar stajourion da zizoleiñ Pont-Skorn, d'en em gavet get brezhonegourion dre zeverrañsoù : stalioù a bep seurt, c'hoarioù… hag ur bochad souezhadennoù-arall !
Ar stajoù-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez.
Chom a ra plasoù c'hoazh !