Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Saludiñ a ra Kevre Breizh vot danevell ar c'hannad europat François Alfonsi gant Parlamant Europa evit difenn ar yezhoù en arvar
Gant ur brasañ niver ledan kenañ (645 mouezh a-enep 26) eo bet degemeret danevell ar c'hannad europat François Alfonsi o c'houlenn ouzh ar gomision ur bolitikerezh difenn liested ar
Par Tangi Louarn pour Kevre Breizh le 12/09/13 11:00

Gant ur brasañ niver ledan kenañ (645 mouezh a-enep 26) eo bet degemeret danevell ar c'hannad europat François Alfonsi o c'houlenn ouzh ar gomision ur bolitikerezh difenn liested ar yezhoù en Europa, hag ez-ipisial ar yezhoù en arvar evel ar brezhoneg pe ar gallaoueg.

Gant an holl aozadurioù ezel eus Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù, ez eo laouen Kevre Breizh, ha saludiñ a ra ar c'hannad europat korsikat dilennet en anv EELV ha Pobloù ha Rannvroioù Kengred evit e labour hag an holl re o deus kemeret perzh en degouezh-se.

Ar mennad a c'houlenn ivez ouzh ar Stadoù n'anavezont ket c'hoazh e gwirionez liested yezhoù o broioù, da gas war-raok politikerezhioù nerzhus da skoazellañ treuzkas ar yezhoù war bep live ar vuhez prevez ha foran.

Dre-se, pas vez c'hoazh ur bolitikerezh nac'hus e Frañs, pa ya minister ar Justis da skouer a-enep da implij levrigoù familh divyezhek savet amañ e Breizh, e c'houlenn Kevre Breizh, goude danevell Caron war ar yezhoù rannvro, e vefe kaset war-raok ur bolikerezh youlek en deskadurezh, er media, hag er vuhezforan evitkas war-raok yezhoù Breizh.

Goulenn a ra ouzh François Hollande reiñ al lusk war-du un divyezhegezh war bep tachenn.

Document PDF . Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons