D’ar sadorn 9 a viz Du oa bet embannet Prizioù lennegel Unvaniezh Skrivagnerien Breizh 2019 e Saint Jouan des Guérêts, da geñver an Emvod Meur.
Priziet e vez bep bloaz oberennoù e Brezhoneg gant an Unvaniezh.
Ar priz kentañ, Priz Per Jakez Helias, zo aet gant Ouzh Skleur an noz, ur romant skrivet gant Jerom Ollivry, embannet gant Al liamm. Roet oa bet dezhañ ivez Priz Dazont ar brezhoneg gant FR3 hag Ofis ar brezhoneg.
An eil priz a zo bet roet da levrenn gentañ ur Saga skrivet gant Yann Ber Kemener Penaos eo marvet Yann Pilhaouer, embannet gant Skol Vreizh.
Un trede romant zo bet priziet, Bugale milliget ar baradoz kollet gant Erwan Evenou, embannet gant al Liamm.
https://www.ecrivainsbretons.org/