Ar priz lennegel e brezhoneg Sten Kidna-Le long cours du Bono, savet e 2009 get kumun Ar Bono, a vo roet ar bloaz mañ d'ar sadorn 24 a viz Meurzh, er Bono. Pevar romant embannet e 2010 ha 2011 a zo bet lakaet war ar renk get ar juri (dek den a vro an Alré, tolpet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna).
- Andon ar gasoni, Mich Beyer (An Alarc'h, 2011)
- Kergelenn alouber an dremmwel : Herve Gouedard (Al liamm, 2010)
- Nan heb e dad : Mikael Madeg (Emgleo Breiz, 2011)
- Torr e benn : Yann Bijer (Al Liamm, 2011).
Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58. STENKIDNA 2 [at] wanadoo.fr