Hebarc'h dileuridi a Gembre, a Gerne Veur, Breudeur ha c'hoarezed, mignoned,
Dek vloavezh ha kant a zo aet hebiv deomp abaoe m'eo bet degemeret ar Vretoned e Kerdiz gant Hwfa Mon, arc'hdrouiz Goursez Kembre. Pa laran degemeret ez eo eveljust degemeret evel Breudeur evel izili eus ar C'hoursez, hini Gembre d'ar mare se araok dezho dont da vezañ izili eus Goursez Breizh pa zivizas ar Vretoned sevel ur C'hoursez en tu mañ da Vor Breizh war patron hini Gembre.
War roudoù Kervarker bet en Abergafenny e 1838, e kerzhe ar re se, savet c'hoant dezho da lakaat ar Vretoned d'en em gaout asamblez a bep tu d'ar mor, da unaniñ tammoù ar c'hleze torret gant gwallzarvoudoù an Istor.
Pebezh pennad mat a hent a zo bet graet abaoe gant hor goursezou ! Lidet e oa bet bloaz paseet pevar ugentved bloavezh ha Goursez Kerne Veur. Lid arouezius « Priedelezh ar C'hleze » a vo azalek bremañ ul lid kreiz en diabarzh hor goursezoù pa vo graet evit ar wech kentañ e Kerne Veur ivez e miz Gwengolo a zeu.
Trugarez a laromp da Gembreiz ha da Hwfa Mon, « Priñs Arc'hdrouized an amzer dremenet, an amzer a vremañ hag an amzer da zont » evel ma oa bet graet anezhañ gant Charlez ar Gofig gwech all. Trugarez evit an anaoudegezh « Diolch i chi, Brodyr o Gymru, am eich nawddogaeth » “Mur ras dheugh-why, Breder Kernow, rak agas fydhians”
Er bloaz-mañ e lidomp ivez daou c'hantved bloavezh marv Thomas Paine, mignon Iolo Morgannwg, dihuner, krouer dispar ar C'hoursez. Thomas Paine a oa bet ganet e Thetford e Bro Saoz e 1737. Mont a reas da Amerika elec'h ma savas a du gant emrenerezh ha librentez ar vro a anvas eñ evit ar wech kentañ « the United States of America » Stadou unanet Amerika. E skrid “Common sense” embannet un nebeut miziou araok diskleriadur an emrenerezh e 1776 a reas berzh spontus hag a levezonas George Washington ha John Adams.
Deuet endro e Bro Saoz e saludas Thomas Paine an dispac'h e Bro-C'hall. Skrivañ a reas “The Rights of Man” Gwirioù Mabden e 1792. Kaout a rae dezhañ e talveze ar gwiriou se evit ar maouezed ivez. Degemeret e voe evel sitoian gall, dilennet evel kannad met nac'hañ a reas votiñ ar marv evit ar Roue. Neuze e voe lakaet en toull gant ar Spontourien dre ma oa ouzhpenn ginidig a Vro Saoz ha mignoned d'ar Jirondined.
En e levr “The Age of Reason” Oadvezh ar Gwir e savas a enep emzalc'h ar relijion kristen hag an istoriou spontus kontet e barzh ar Bibl a yae d'ber ur skouer dic'houest da lakaat ar garantez da renañ etre an dud. Doujañ a rae koulskoude da gredennoù an dud. Goulenn a rae ivez digant ar broioù digreskiñ o armeou eus dek dre gant ha pevar ugent evit ma c'hellfe ar bed bevañ e peoc'h. Tagañ reas ar sklavelezh ivez ha kement se ne voe ket prizet gant ar berc'henned vras, c'hellit krediñ ! Rak se e voe laosket a gostez gant Mirourien ar Stadou Unanet o doa aon rak e vennozioù. Kazi disonjet gant an holl e teuas da vezañ. Gant ar skiantour meur Thomas Edison e voe digaset endro da sonj an dud. Da gentañ peogwir e oa Paine un ijinour a faeson hag en doa ijinet ar c'houlaouenn o teviñ hep moged hag ar pont orjal.
Thomas Edison a anzavas ivez e oa Paine « prederour politikel brasañ” ar Stadoù Unanet. Barack Obama en deus meneget Thomas Paine en e brezegenn gentañ a Brezidant. Emichañs e teuio an den mat se da vezañ brudet a nevez, neuze !
En ul levr bihan embannet tri bloaz goude e varv en deus pledet Thomas Paine gant orin ar frañmasonnerezh hag a oa evitañ an Drouiziezh, relijion an heol hag an amzer diharzh. Bez e c'helle eveljust Thomas Paine komz diwar benn an Drouiziezh, mignon ma oa da Iolo Morgannwg diazezour ar Goursezoù.
Kontañ a ra alies ar C'hallaoued o deus krouet pep tra araok pobloù all ar bed. Abaoe o Dispac'h, hag a c'hoarvezas trizek vloaz warlerc'h hini ar Stadoù Unanet, e faot dezho kenteliañ ar bed a bezh e keñver Gwiriou Mabden.
O c'hredennoù republican a vefe hollvedel evel o yezh sañset ! Farsus eta p'o deus lakaet mistri vras ar Republik tud evel Paine en toullbac'h ! P'o deus argaset ar Jirondined hag a salude an Dispac'h e Breizh kurunennou deliou derv ganto war o fenn da zerc'hel sonj eus an Drouized kozh, moarvat !
Iolo Morgannwg a save ivez a du gant ar mennoziou dispac'hel. Kredin a rae dezhañ e oant mennoziou gouest da gas planedenn Mabden waraok.
Morse er penn kentañ tout n'eo bet ar mennoziou republican gall hollvedel. N'eo ket bet nullet ar sklavelezh gant ar Republik araok 1848 ! N'eo ket bet roet ar gwir da votiñ d'ar maouezed araok ar bloavezh 1944 !
Ha kenderc'hel a ra bagadoù beleien republikan'zo da avieliñ o spered hollvedel d'ar poblou bihan er C'hwec'hkogn en ur leuskel ar maouezed da chom e porched o iliz benniget.
Breudeur ha c'hoarezed n'hon eus kentel ebet da gaout digant an dud se ! N'omp ket da vezañ kenteliet gant ar re n'o deus gouezet nemet sankañ tud du war gador ur sekretour stad disterig evel un digarez da reiñ deomp da grediñ e vefent digor o spered Un aluzenn ha tra ken ! Restachoù rukunus ar c'holonialism dismegañsus ! Evel er Stadoù Unanet er bloaz-mañ hon eus ni e Breizh dilennet bloavezhiou'zo dija un den du evel maer. Ha paz dre ma oa du just awalc'h met dre ma oa gouest !
Dalc'homp d'an hent mat, an hini a gas ac'hanomp d'en em gaouet gant holl poblou ar bed, bras pe vihan ! N'eo ket achu an Dispac'h tamm ebet keit ma c'hello unan bennak lavaret eo euc'h d'e nesañ abalamour d'e liv pe d'e yezh.