A-benn ar sadorn 22 a viz Kalañ-Goañv (22 11) da ziv eur d'enderv, dait da Lokoal-Kamorzh, emgav e-tal ar chapel. Padrig dréan a vo é kas ar valeerion dre ar c'hoadoù, àr glask tokoù-touseg (ha ne vint ket ar memes re evel e penn-kentañ an dislost-hañv a-dra-sur), pas evit o debriñ avat. Evit gwelet an natur d'an termen-mañ ag ar blez ivez (plant, ha loened... ar pezh a zay deomp gwelet e gwirionez !). Hag evit lâret kaer e brezhoneg ivez, a-ziavout an natur pe traoù arall. Kasit dilhad hag a goucho doc'h al lec'h hag an amzer, splann eo gouiet. Digoust. Alejet e vo get : Kerlenn Sten Kidna, 02.97.29.16.58.