Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/20/20403_1.jpg
photos/20/20403_2.jpg
photos/20/20403_3.jpg
photos/20/20403_4.jpg
- Dépêche -
Pezh c’hoari Cholory Band : startijienn ha fent gant liseidi Karaez
Gant liseidi Karaez e oa bet kinniget ar pezhig c'hoari "Ar briñsez hag ar bleiz", un istor levezonet kalz gant kontadennoù mil anavezet.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 30/10/10 17:09

Priz an Dazont o doa bet Los Furlukinos, strollad liseidi Diwan meret gant Yann Fanch Jacq, kelenner brezhoneg sikouret gant Pascal Cariou (kumpagnuniezh Nuit de Noces, brezhoneger anezhañ ivez) evit ar pezh c'hoari a gonte istor ur vuoc'h a glaske ur vuhez gwelloc'h e broioù pell e 2010, goude un hir a labour kroget e 2008 ha div sizhunvezh c'haoriva dirak un tregont bennak a skolioù disheñvel e Breizh a-bezh (c'hoariet o deus 3 gwech and eiz a-wechoù !).

Ul labour daou vloaz : ijin, leurenniañ, prientiñ an droiad

Gant Cholory Band, e 2010, setu bed kontadennoù hengounel a vez adwelet. En daou istor-se e vez kontet un doare kest evit erruout e India, pe aze e kastell ar prinsez. Met ne blij ket ar briñsez d'ar bleiz : ha setu matezh ar prinsez dimezet gant ar bleiz, hag ar prinsez da leñvañ...

N'eo ket peurechu c'hoazh al leurenniañ, met danvez a zo gant ar c'hoarierien yaouank ha kalz youl a zo ganto. Chom a ra dezho da verañ gwelloc'h an egor (re strizh oa al lec'h, ha kinkladurioù a chome a ziv hag a gleiz). Pevar faotr a zo er strollad hag a gemer ur plas a-bouez. C'hoari ar c'habellig ruz gant meur a aktour n'eo ket un dra aes (ret eo cheñch dilhad hag evit ar vugale e vo diaes marteze kompren perak e cheñch an dudenn ken alies). C'hoarzhadegoù zo bet e leizh e touez an dud. Peadra vo evit ar re vihan e skolioù divyezhek da gaout plijadur gant ar c'hoarierien nevez-se !

Renta-kont Pelin, reportourez yaouank salons al levrioù

Setu tammoù ar pezh c'hoari kontet gant Pelin, reportourez yaouank salons Karaez.

Bez 'zo ur bleiz, tri femoc'h, ar briñsez, ar priñs, ar c'habellig-ruz, diwallerien an nor hag ar vamm-gozh.

Ar bleiz hag ar priñs a zo o tont.

Ar priñs : "ar briñsez a zo o klask un amourous, an hini bravañ, speredekañ ha kreñvañ!"

ar priñs : "me eo an hini bravañ!"

ar bleiz: "'gav dit?"

ar bleiz : "10"

ar priñs : "0"

Goulenn : "piv eo an hini speredekañ ? "

ar bleiz : "gouzout a rañ kontañ betek 4 !"

ar priñs : "gouzout a rañ kontañ betek 5 !"

ar bleiz : "10"

ar priñs : "10"

Goulenn : "piv eo an hini kreñvañ ?

Ar bleiz a zo an hini kreñvañ!"

ar bleiz : "10"

ar priñs : "10"

Ar c'habellig-ruz : "me an hini eo ar c'habellig-ruz ! Lalala!"

Ar c'habellig-ruz a zo o tebriñ hag ar bleiz a zo o tont hag a c'houlenn : "pelec'h emañ ar briñsez, e-barzh e ti bras ?"

ar c'habellig-ruz: "Amañ emañ"

ar bleiz : "trugarez !"

Ar vamm-gozh a zo oc'h ober stamm.

ar vamm-gozh : "pa oan bihan e oan brav ! Deus amañ, paotrig bihañ!"

ar bleiz a ya kuit hag a lâr : "Kabellig-ruz ! Ne oa ket kastell ar briñsez!!!"

Kabellig-ruz : "met n'ouzon ket petra eo ur c'hastell !"

Kabellig-ruz: "gouzout a ran un hud !!"

ar bleiz : "un hud? Peseurt hud ?"

Kabellig-ruz : "ret eo redek."

Ar c'habellig-ruz hag ar bleiz a zo o redek.

Voir aussi sur le même sujet :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons