An AFB-EKB a zo a-du penn-da-benn evit goulenn ur chadenn Pellwelerezh diyezhek (galleg-brezhoneg) da dalvezout evit ar sellourien war Breizh a-bezh. Nec'het groñs eo gant an plas dister roet d'ar Brezhoneg er programmoù, un dismegañs e-keñver al lezennoù etrevroadel kempennet evit reiñ doujañs ouzh liesterzh ar yezhoù.
Abalamour da se, goulenn a reomp gant an dud, arruet skuizh gant ur vezh sorse, mond niverus dirag an ti France3 Naoned, Brest ha Roazhon d'ar sadorn 9 a viz c'hwevrer.
Ar sekretour,
Gwenael Kaodan