Daoust ma lavar e zerc'houezerion emaint a-du gant ar Gwir-amprouiñ, 'nemañ ket kont evel-se e Pariz pa vez anv da lakaat an traoù da zont da wir.
An skouer diwhezañ : Pa voe votet e miz Mae 2006 al lezenn diwar-benn an dour hag an amvevadoù stag outañ er Palais Bourbon ez oa bet gwelet kadoriad Rannbarzh Breizh o c'houlenn, da heul renadenn 2000/60/CE an 23 a viz Here 2000 e vefe fiziet en ensavadurioù Breizhat mererezh an dour e-pad 5 bloaz. A-enep o deus votet ar gannaded UMP war c'houlenn maodiern an Amvevad.
Degas a ra da soñj Emglev Kevredel Breizh emañ a-du ma vefe savet ur framm breizhat evit an dour. Kement-se a zo unan poentoù e raktres evit Breizh.
Ar sekretour,
Gwenael KAODAN