Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/55/55957_1.jpg
Everest (8848 m) gwelet eus bro-Nepal. L'Everest, comme un diamant, aux trois faces (une népalaise, deux tibétaines), et aux trois noms (Everest/Sagarmatha/Chomolungma). La VN (voie normale, historique de 1953) emprunte le profil-frontière à droite du sommet sur la photo (depuis le Col Sud, 7980 m). Sous le panache, l'on aperçoit l'un des versants tibétains. La face SW, népalaise, bien visible, a éét gravie en 1975 par une expédition britannique (Chris Bonington)
- Chronique -
Lesneven : Kafe Brezhoneg en-dro, …betek ar vro-Nepal
Setu distro ar c’hafe Brezhoneg, evit ar bloavezh 2022-2023. Abadenn gentañ: bro-Nepal. Résumé (MAJ)
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 17/09/22 0:13

E kalon sevenadur Bro-Leon emaomp ! E kreiz-kêr Lesneven e sal lies implij an Atalier (Salle l’Atelier(). Bep miz, d’ar Merc’her kentañ e vez aozet un abadenn e brezhoneg, digoust ha digor d’an holl : tud ar vro, brezhonegerien anezho, koulz ha forzh piv bennak c’hoant dezhañ kemer perzh enni. Degemeret mat e vezoc’h. Klevout brezhoneg ar vro, mont e brezhoneg gant tud ar vro. Kaout plijadur oc’h eskemm e brezhoneg. Setu pal kentañ an abadenn.

A-hed ar bloavezhioù, danvez a bep seurt, evit tud disheñvel.

N’eo ket toud. Dav eo aveliñ e penn ivez. Bewech e vez pedet tud disheñvel, gant Ti ar vro Bro-Leon war ar sujed-mañ-sujed, evit kaozeal dirak an holl. Dre sikour fotoioù da skouer.

Kroget e oa bet ar jeu un ugent vloaz bennak. E penn-kentañ e veze staliet e-barzh un ostaleri. Tamm-ha-tamm eo bet kresket. Abaoe m’eo bet kinniget e-barzh sal lies implij an Atalier e vez gwelet traoù nevez : da skouer, maouezed eus ar vro, Leonadezed avat, a zo hardi a-walc’h evit mont o-unan-penn, a lâr Herve Lossec.

An dud n’int ket ar memes re, d’ur wech d’unan all. Hirio ez eus war-dro kant den. Depand a ra diouzh an danvez kinniget. A-wechoù ez eus nebeutoc’h a dud, a-wechoù muioc’h avat. A-wechoù emaint yaouankoc’h, a-wechoù koshoc’h. Paz eo deuet an Tad Kaourintin Sanson , hemañ bet ganet er vro-mañ, ez eus bet war-dro 200 den, dreist-holl re yaouank. N’en deus ket bet aon respont ouzh goulennoù an dud diwar aferioù an Iliz, a lâr Herve Lossec c’hoazh.

Ur veaj e bro-Nepal.

Hirio e vez lakaet ar gaoz war ur vro pell ha brudet e venezioù, bro-Nepal. Diwar ur veaj a-stroll – savet gant ur foeter-bro Breizhat - bet graet e nevezamzer 2015. Daou zen a gomz a-bep-eil : Jean-Louis Laot hag e gwreg Marie-France. Birvidik, entanet eo mouezh ar gwaz. Evel pa vefe distroet fresk ! Peoc’hus eo hini e gwreg evit resisaat poent pe boent. Mad eo d’an arvester selaou ouzh daou vouezh ken disheñvel, a soñj din. Dedennusoc’h.

Kalzig a fotoioù zo : Kathmandou, kêrbenn ar vro, savet war-dro 1400 metrad a uhelder, Pokhara, an eil kêr er vro. Un devezh a c’harr-boutin (war-dro 200 kilometrad) evit mont d’an eil d’eben. Temploù e-leizh, tud e kêr, tud diwar ar-maez, skolidi. A-walc’h evit kaout un tañva eus ar vro-mañ, ken brav. Hag ivez arvar ar beajoù. Da skouer, paz eo bet laeret ur yalc’h, enni arc’hant evit peurrest ar veaj. Eüruzamant, adkavet eo bet, dre sikour tud dar vro, an Nepaliz. Graet e oa bet an taol-mañ gant un den…a vro India !

Chadenn an Himalaya , an hini uhelañ war hon flanedenn.

Nemet e vanke, e-touez an imachoù, ar menezioù uhel (en-tu all da 8.000 metrad).

Menez Annapurna a dap da 8091 metrad, hag a vez gwelet deus Pokhara pe tro-war-dro, pa vez sklaer ha digoumoul an aergelc’h!

Menez Everest (pe Sagarmāthā , diwar e anv nepalek, pe Chomolungma diwar e anv tibetan pe sinaek) a dap da 8.8848 metrad (an hini uhelañ war hon flanedenn, evel ma ouzer mat) ha ne c’heller ket e welout eus Kathmandou dre m’emañ re bell ha kuzhet, war harzoù etre bro-Nepal ha Tibet (bro-Sina).

Setu perak e kinnigan evit ar pennad-mañ ur foto bet tapet e diskar-amzer, abaoe ur poent a 5.300m a uhelder. Gwelet e vez deus a-bell, meurdezus, adalek un draonienn e-kichen. Ar skerb gwenn war-zu ar c’hornog a zo meur a gilometrad e hirder. An oabl seurt-se a oa boued-erc’h, erc’h ma vo gwisket ar vro ganti a-us da 4.500 metrad nemetken, an deiz war-lerc’h.

Ha petra diwar ar voudaegezh ?

Marteze en em c’houlennoc’h penaos e vez gwelet ar voudaegezh gant ar beajour deuet eus broioù europeat ? Livioù a-ziavaez-bro zo warni : temploù meurdezus, meilhoù a bedenn, bannieloù a bedenn a z’a gant an avel ar pedennoù skrivet warne, muzikoù don, paperioù warne skriturioù kevrinus, ha me oar…

Aze dindan hag e galleg, setu ar pezh a skrivis e-dibenn un ergerzhadeg en uhelder.

Mes dav eo din lâred ur gêrig diwar-benn-se, da gentañ. Savet eo oa bet e diskar-amzer, e kornog ar vro, en ul lec'h didud. Ne oa ket tizhet ar pal: ur c’hwitadenn avat... Da gentañ penn rak ar yen ken mantrus ha ken skrijus, war an dachenn. Ar c’hentañ a viz Du e oa ! Rik, ugent vloaz an deiz-mañ goude ar grapadenn gentañ gant ur skipailh a vro-Japan e 1969. Hag ivez rak ar mank a amzer, dre un devezh nemetken (evit staliañ ar c’hamp diwezhat – kamp V -, en e wir lec’h evel ma oa ret). Rak-se ne ouian ket, hirio c’hoazh, ha gouestl e vijemp pe ne vijemp ket da zont a-benn. Ar pezh zo sur : chomet omp berr (war-dro 6.700 metrad, pe 6750 metrad, hervez Google), dre bevar-c’hant metrad pe muioc’hik dirak an dinaou diwezhat, war skoaz ( « western shoulder» ) ar menez, Gurja Himal e anv. Da lâred eo, mankout a rae deomp un hanter-devezh evit peurechuiñ ar grapadenn, ha distreiñ d'an deltenn uhelañ (marteze gant gloazadennoù-skorn?). Chomet eo bet ivez ar Gwenn-ha-Du bihan em sac'h-kein. Ar bloaz-mañ e Nepal, ned eas betek penn nemet un drederenn eus an ergerzhadegoù. Met tremenet em boa meur a zevezh gant meur a Sherpa, war an dachenn, daou anezho o vezañ bet «summiters» diagent, war menezioù e-touez ar re uhellañ.

Bez e c'hellit lenn ha kompren ar frazenn-mañ bremañ:

« .../…Mais tout ce vécu accumulé a préparé une vraie récompense. Avec Pemba, nous parlons. Librement. Dans un anglais rustique, étayé de regards. A ce moment là, j'ai cessé d’être un visiteur étranger, ce qu'au fond j'avais toujours désiré. .../…» .

Dav eo din anzav, evidon-me, n’eo ket ar voudaegezh un hent a wirionez. Adenkorfadur n’eus ket anezhañ. Ouzhpenn-se, komprenet em eus pegen diaes e vez ar vuhez evit forzh piv bennak o vevañ dindan levezon fals-kredennoù seurt-se. Ar pezh ne vez ket ijinet gant tud hon broioù, pe reoù ha ne welont nemet ar gorre eus an traoù « ...Many people come looking, looking, some people come and see ...» (gwelout titl ul levr gant Galenn Rowell, 1980) a lâr ur sherpa diwar-benn touristed pe beajourien a-ziavez. Padal, ur skiant-prenet eus ar c’hentañ eo bet an uhelded evidon. Mat-kenañ eo bet din bevañ e-pad meur a zevezh, en uhelder, daou pe dri sherpa tro-dro din, pa voe cheñchet penn da vazh gant ar re all. An tamm vuhez-se, biken ne vo ankounac’het ganin. Karet em eus Pemba, Dzambu, Sonam..., an Nepaliz on bet gante pelloc’h, uheloc’h, war ar menez.

O flourañ an oabl emañ an neb a ya en uhelded, evel pa vefe e penn hon bed. Tost d'ur penn-ar-bed all ivez emañ an neb a vev e Breizh-izel.

Pakañ ur banne evit echuiñ?

Posubl eo da re a fell dezho paka ur banne evit kenderc'hel kaozeal e brezhoneg. «Kafe Brezhoneg» eo!

Mersi braz da Jean-Louis Laot hag e gwreg Marie-France, da Jeannine Sanquer ivez. Da Herve Lossec ha d'an holl re a ra war-dro Kafe Brezhoneg. Evit gouzout hiroc'h, TAV Leon .

Gerioù

. A-ziavaez-bro: exotique

. Boudaegezh, ar voudaegezh: Boudhisme, le boudhisme. Reuz e kevredigezhioù boudaat europeat, Arte 2022 pe youtube

. Adenkorfadur: réincarnation. Diwar savboent ar voudaegezh, n’eus ket a zen pe a fersonelezh. Nonpas kemmeskañ gant an dasorc’hidigezh (résurrection) : Jezuz a zo bet savet da vev, evel ma vez lâret. Evit ar Feiz kristen, pep hini a zo un den hiniennel, a zo e bersonelezh dezhañ / he fersonelezh dezhi. Evit gouzout hirroc'h, gwelet Dennis Gira e fichenn er gazetenn Etudes .

. Sherpa: la plus célèbre ethnie du Népal. Homme Sherpa.

. Sherpani: Femme Sherpa.

. Meilhoù a bedenn : moulins à prière. Equipements portatifs, ou fixes situés sur un lieu de passage.

. Bannieloù a bedenn: drapeaux à prière (fanions colorés, en plein air exposés au vent, porteurs de textes)

. Gloazadennoù-skorn: gelures (n'am eus kavet gêr ebet e geriadurioù!)

. ... a zo boued-erc’h: ... annonce la neige (geriadur Andreo Ar Merser, 2009)

Everest hag e istor

.1852 : Peak XV (29.002 feet). Ar menez-se - e penn-kentañ e oa bet roet niverennoù d'ar menezioù -, sellet outañ a-ziabell bras abaoe bro-India, a zo anavezet evel an hini uhelañ e chadenn an Himalaya , gant «Great Trigonometrical Survey of India» . Roet eo bet dezhañ an anv a «Sir George Everest» , bet penn-rener (British Surveyor General) ar servijoù douaroniel en India.

. Menez Everest (8848 m/ 29.029 feet) : mont Everest, l’Everest. Sagarmāthā (nom népalais), Chomolongma (nom tibétain), Qomonlangma (nom chinois)

. 1924 : diankadenn Mallory hag Irvine , bet tizhet gante an uhelded a 8.600m, war gribenn-hanternoz an Everest (tuad a vro-Tibet) a chom un darvoud hep e bar en istor an Himalaya hag an alpaerezh.

. 1952 : ergerzhadeg gant ur skipailh a Vro-Suis o tizoloiñ an hent nevez ha mat (classic route / voie normale) hag o vont uhel-kenañ hep na z’afe an trec’h ganti. Tuad a vro-Nepal.

. 1953 (29vet a viz Mae) : Hillary (NZ/bro Zeland-Nevez) hag ar Sherpa Tensing. Aet int war-lein ar menez. Gwelet « The Historic ascent» .Ken pouezus ha kammedoù kentañ war al loar e oa bet, en ur mod.

. 1953 (eilvet a viz Mezheven) : Elizabeth II, kurunet Rouanez. Keloù eus trec’h war an Everest a oa erruet e Londrez rik a-raok he c’hurunadur, ar pezh n'eo ket bet meneget gant ar mediaoù e bro-Frañs, ar sizhunvezh-mañ.

. «Western Cwm» : « Combe ouest » , traonienn skornek ma za an hent istorel drezhi. « Cwm» a zo ur ger c'hembraek.

. 1978 : Reinhold Messner ha Peter Habeler, pignet gante war ar menez hep implij oksigen. First ascent without supplemental oxygen

. 1980 : Reinhold Messner, e-unan-penn. First solo ascent (graet without supplemental oxygen)

Berr-ha-berr / Résumé .

Le Kafe Brezhoneg est un rendez-vous mensuel, en breton, gratuit et ouvert à tous - bretonnants confirmés ou non - qui se tient dans la grande salle de l'Atelier, à Lesneven (Nord-Finistère), chaque premier mercredi du mois. Cette initiative, née il y a une vingtaine d'années, propose à un invité de s'exprimer sur un thème choisi (voir programme annuel).

Pour un bretonnant de passage, c'est une merveilleuse occasion d'entendre la langue du pays, encore bien vivante, et de s'y exercer. Celà fait du bien aux oreilles et à l'âme. Ce peut être aussi l'occasion d'échanger autour d'un verre en fin de séance.

La première édition de cette année 2022-2023 était une vidéoconférence à propos d'un voyage au Népal, effectué en 2015 . Trois des participants en parlèrent avec enthousiasme en s'appuyant sur de nombreuses photos. Regards léonards sur une société différente, que sous certains aspects l'on peut (ou l'on pouvait) rapprocher de la Bretagne rurale du siècle dernier. Aujourd'hui le pays se développe, à la fois par le tourisme et les ressources de travailleurs népalais, émigrés au long-cours.

Cet article, j'ai choisi de l'illustrer par une photo de l'Everest, en hommage à la reine Elizabeth II, puisque la nouvelle de la réussite de la première ascension (Hillary/Tensing) le 29 mai 1953, parvint juste à temps à Londres pour son couronnement. La photo est aussi un clin d’œil à Pemba Sherpa, himalayiste aguerri, compagnon sur le terrain, et qui était aussi summiter sur l’Everest.

Voici les prochaines dates du Kafe Brezhoneg:

. 5 Octobre / Here 2022

. 2 Novembre / Du

. 7 Décembre / Kerzu

. 4 Janvier / Genver 2023

. 1 Février / C'hwever

. 1 Mars / Meurzh

..../... suite de la programmation en cours.

Pour tout renseignement, s'adresser à TAV Leon / Ti ar Vro Leon.

.

dernière MAJ, 19vet a viz gwengolo.

Voir aussi sur le même sujet : breton, catholique, nature
0  0  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons