Gervel a ra Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, d'en em gavout dirak lez-varn engalv Roazhon e Parlamant Breizh d'al Lun 18 a viz Du adalek 8 eur 30, evit harpañ Patrig Laurent, stourmer Ai'ta, barnet er galv kentañ da baeañ 7000 ¤ evit bezañ peget ur pegsun bennak “brezhoneg” war panojoù heñchañ unyezhek e bro Fouen.
Sevel a ra Kevre Breizh a-enep ar gwaskerezh war difennerien ar brezhoneg, yezh lakaet en arvar gant politikerezh ar Stad, hervez an UNESCO.
Oberoù keodedel Ai'ta a ziskouez digasted difoutre tud zo e karg ar strollegezhioù lec'hel na zalc'hont kont ebet eus o dleadoù da wareziñ ar brezhoneg hervez Kendivizadoù an UNESCO evit Saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvez, hag evit Gwarez ha kas war-raok al liesegezh sevenadurel, koulz hag hervez an engouestloù sinet gant ar Frañs hag anavezet gant Kuzul ar Vonreizh e Karta yezhoù rannvro ha minorezhel Kuzul Europa (mellad 10g peurgetket).
Hervez ar gwir etrevroadel ez eo an dud e karg a c'houlenn kastizoù ha digolloù a rankfe bezañ barnet.
KEVRE BREIZH