Aozet eo bet gant Ar Vretoned Yaouank o c'hentañ darvoud etrebroadel e-kerzh Emvod ar Gelted an Oriant. Pal an deizioù-se a oa krouiñ liammoù gant strolladoù awenet gant ar memes mennozhioù ha gervel an holl dud diwar-benn hor stad politikel, ekonomikel ha sevenadurel e Breizh ha ledanoc'h er broadoù hep stad en Europa. Pedet zo bet ganeomp e-pad an dibenn-sizhun-mañ stourmerien euskarad eus an Euzko Gaztedi ha flandrezad eus ar Jong N-VA*.
Graet eo bet dielfennadur stad politikel pep broad. Ma vez kavet enkadennoù en holl Stadoù Europa, kalz a zale e pep-keñver a vez kavet en Hexagon. Eskemmoù zo bet savet e-kerzh an emvod-se war danvezioù liesseurt evel gwarez an endro pe mererezh an deskadurezh. Diwar-benn-se, gouarnamantoù Euskadi ha Flandrez, kontrol da kuzul rannvroel Breizh, o deus ar barregezhioù da lakaat e pleustr ar politikerezh efedusañ d'al live lec'hel. Un emvod zo bet aozet ivez gant pennoù Strollad Breizh.
E kerzh an dibenn-sizhun eo bet dizoloet gant hor c'houvidi, dre ar Gouel Etrekeltiek peurgetket, hor pinvidigezhioù sevenadurel ha plijadurioù ar gouel e Breizh!
Skignet dre ur brezegenn d'ar mediaoù ez eus bet kinniget gant kannaded an tri strollad un diskleriadur kumun o tisplegañ hor c'hoant da sevel un Europa kevreadel, dre mennozhioù an demokratelezh lec'hel hag ar gousezadelezh. N'eus forzh penaos, e tle keodedourien ar vro nemeto gellet divizhout dre peseurt stumm politikel e fell dezho bevañ.
An diskleriadenn-mañ bet savet en Oriant - sellout izeloc'h - a servijo deomp evel diazez d'hor labour kumun, gant ar soñj kenderc'hel gantañ en dazont.
A drugarez d'an deizioù-se eo deuet splann war-wel d'ar Vretoned Yaouank ez eo skignet frank ha brudet mat hor menozioù en Europa en he fezh, hag e darn vrasañ eus ar broadoù hep stad dezhe dreist ar re all. Sederaus ha entanus eo ar pellwelad-mañ evit dazont hor strollad yaouank. Hetiñ a reer d'hor mignoned a vro Euskadi ha Flandrez tizhout o fal emrenerezh, ha spi hon eus kas ar memes lusk war-raok e Breizh, evit ma c'hellfe hor bro bevañ un hevelep diorroadur e kreizh un Europa unvanet.
Bevet Breizh dieub ! Gora Euskadi askatuta ! Leve vrij Vlaanderen !
Evit Ar Vretoned Yaouank
Kilian Gastinger
*Kevrenn yaouank Strollad Broadel Euskadi ha Nieuw-Vlaams Alliantie, pep hini d'ar galloud en o vro.