Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
KENSTRIVADEG SKRABBLE E BREZHONEG
Ar bloaz-mañ, hag evit ar wech kentañ, aozet e vo gant Diwan, gant sikour an emglevioù Bro evel Ti ar Vro Kemper, lodenn gentañ ar c'hampionad Skrabble e brezhoneg. Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 3 a viz C'hwevrer 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar
Par yannig laporte pour Ti ar Vro Kemper le 30/01/08 10:29

Ar bloaz-mañ, hag evit ar wech kentañ, aozet e vo gant Diwan, gant sikour an emglevioù Bro evel Ti ar Vro Kemper, lodenn gentañ ar c'hampionad Skrabble e brezhoneg.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 3 a viz C'hwevrer 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh (Gwengamp, Brest, An Naoned, An Oriant, Roazhon…).

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Ar c'hampionad a vo war mod an « Duplicate » lec'h ez eus tu c'hoari gant meur a zen er memes amzer. Div rann a vo, hini an dud ampart, ha hini ar re a zo o teskiñ. Ar vugale a c'hellint c'hoari etrezo e-kichen.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hellint kemer perzh en eil tro a vo dalc'het e Karaez, d'an 3 a viz Mae 2008. Ur pred a vo kinniget a-raok ar prizioù. 4 € a vo goulennet digant an dud evit lakaat o anv.

Enskrivadurioù, araok an 31 a viz Genver 2008, e :

Ti ar Vro Kemper. 3, Plasenn Familh Gabai. 29000 Kemper.

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo
[ Gwelout pennadoù all Ti ar Vro Kemper]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 5) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons