Huuuum ! Ilbouedus a oa roll-meuzioù kentel geginañ diwezhañ Kentelioù an Noz !
Daouzek keginer n'int ket bet gouest da herzel ouzh un hevelep temptadur. Met a-raok tañva e tlejont heuliañ a-zoug-kamm alioù hor penn-keginer Kristof. Ha gwelloc'h eo bezañ aketus evit soñjal lakaat amann war vord ar moull (mut e chomimp war anv an hini giriek...) !
Evel pep keginer en deus Kristof e sekredoù a zo bet efedus-kenañ (“arabat implijout jiñjebr!” eo an ali a zalc'ho soñj ar strollad). En diwezh e oa laouen an holl gant un disoc'h ken lipous ha kig-moc'h gant karamel hag un dartezenn sitroñsoù. Seul blijusoc'h e voe ar pred o vezañ ma oa bet fardet gant an deskarded o unan !
Eüruzamant ho po troioù-all a-hed ar bloavezh da zeskiñ troioù-hud hon achantour a benn-keginer...