Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Lettre ouverte -
Galiza, Breizh, kasit keloù din
Emaon o paouez resev digant servijoù gouarnamant Galiza dihelloù da resisaat penaos e vez skoazellet an treiñ e yezhoù all (ya, e brezhonegivez) diwar oberennoù embannet en o bro. Sur-mat
Par Mark Kerrain pour Mark Kerrain le 12/01/11 10:57

Emaon o paouez resev digant servijoù gouarnamant Galiza dihelloù da resisaat penaos e vez skoazellet an treiñ e yezhoù all (ya, e brezhonegivez) diwar oberennoù embannet en o bro. Sur-mat e c'haller kaout kemend-all gant Rannvro Breizh, neketa? Ya, evit treiñ levrioù brezhonek e yezhoù all! N'eus netra? Sur oc'h? Koulskoude em bije kredet...

Neuze ez eus deuet da soñj din e oa bet votet, seizh vloaz zo, e miz Kerzu 2004, ar « Plan linguistique breton » gant Kuzul Rannvro Breizh, hag ennañ e c'halled lenn : "Un système de bourse à l'écriture et à la traduction, notamment en direction des jeunes et adolescents, sera mis en place". Gwelet 'peus un dra bennak? Gwir eo, arabat mont re vuan!

Ya! Hag ur politiker bennak, pe marteze ur bolitikerez, am boa klevet, oc'h embann e Saloñ al Levrioù e Karaez : "ul linennad-voujedenn a vo gouestlet d'an treiñ lennegezh e brezhoneg gant Kuzul-Rannvro Breizh". A-benn pegoulz n'ouzon ket. A-benn seizh vloaz marteze?

Ma welit pe ma klevit un dra bennak un deiz, ouzhpenn kaozioù toull, kasit keloù din. Aesoc'h e vez gouzout petra a vez graet e broioù all a-wechoù, n'ouzon ket perak. A-benn an 11 a viz C'hwevrer e ranker kas an teuliadoù da C'haliza evit ar goulennoù-skoazell. An holl embannerien vrezhonek a vo war ar renk. N'eo ket brav se?

Mark Kerrain

Cet article a fait l'objet de 1823 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons