Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Agenda -
Nevez-deuet er-maez e ti An Alarc'h: "Ar c'hoari-echedoù" (S. Zweig)
An daneveller hag ur mignon a zo e bourzh ur vag hag a ya eus New York da Vuenos Aires. War ar vag-se emañ ivez ar c’hoarier-echedoù brudet Mirko Czentovic, an
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 23/10/13 16:11

An daneveller hag ur mignon a zo e bourzh ur vag hag a ya eus New York da Vuenos Aires. War ar vag-se emañ ivez ar c'hoarier-echedoù brudet Mirko Czentovic, an hini na goll nepred ha kampion ar bed. Klask a ra un dornad tud varrek war ar c'hoari kaout an trec'h war ar c'hampion, en aner. Met setu unan bennak, dianav d'an holl, o reiñ alioù eus ar re wellañ. Ken barrek e seblant bezañ ma c'houlenner digantañ c'hoari a-enep Czentovic.

Piv a vo trec'h? An hini n'en deus ket c'hoariet abaoe bloa­vezhioù ha bet desket gantañ ar reolennoù en un doare souezhus pa oa bac'het gant an nazied, pe Czentovic, an hini donezonet dreist daoust ma'z eo dizesk?

Kaout poell pe bezañ lemm a spered? Setu petra 'glask an danveller kompren o studiañ emzalc'h ha buhez an daou c'hoarier. Liammet don eo ivez an istor gant mare kriz ar brezel diwezhañ.

Ar c'hoari-echedoù eo skrid diwezhañ Stefan Zweig (1881-1942), unan eus brudetañ skrivagner e amzer. Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet.

War stand Kuzul ar Brezhoneg e vo kavet e-skeud Gouel al Levrioù e Breizh.

106 p.; 12 x 19 cm; 9 ¤; ISBN: 978-2-916835-50-1; skignet gant Kuzul ar Brezhoneg (www.brezhoneg.org)

Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn